Ekolojisted om, europeaned, a-du gand eur Goňstitusion evid an Europ ha voti a rafom « nann » an 29 a viz mae a deu.
An treted a diazez eur Goňstitusion evid an Europ (TKE) ez eus bet kavet abeg outaň ken ha ken gand ar re C'hlaz euz Bro C'hall abalamour ma heuill heňchou ar produktivism hag ar liberalism diroll ; daoust da ze an darn vrasa anezo e oa fellet dezo ober kampagn evitaň.
Setu perag ni, ekologisted ar Fraňs, a-du gand an Nann, a gas ar c'halvadeg-maň en dro d'an Europ.
An treted-ze a ra gwir bater euz ar pez o-deus stoumet a viskoaz outaň an ekolojisted ; lakad a ra al liberalism da digemer ar produktivism en eur vond a-eneb an ekonomiez. O veza m'ema on anaoudegez ganeom ne c'hellom ket chom mud.
Greet on-eus on choaz da stourm evid gwareza ar blanedenn ha cheňch ar bed adaleg bremaň heb nac'h ar mennadou uhel a vez ganim. Ne droom ket kein ouz huňvre meur an Europ. Ne digemerom ket eur program politikel evid eun ekonomiez produktivist ha liberal hag a vez oc'h ober evid he distruj.
An debat diwar-benn eur Goňstitusion evid an Europ zo dreist da intent pelec'h ema an dalc'h gand politik an Europ hag a-ze vo grêt war-dro on amzer da zond. Dleet eo deom kemer bec’h war on choukou ha dougen an debat-se e kreiz an dud en Europ.
Lavared Nann zo, evidom, nac'ha ar fatalism, nac'ha plega on fennou.
Ar gaou zo gand ar re a lavar ne vije mann ebed estroc'h evid ar mennad-koňstitusion-ze.
Red eo soňjal da vad en integrasion bolitikel etrezeg eur Federasion european, eur parlamant hag eur gouarnamant european dezi [1]. Bez' eus euz an Europ. Lavared ne vo ket a Goňstitusion evid an Europ ma ve nac'het an treted-ze dre ar votou, zo diskredi e vije euz mouez an oll en Europ, euz an Europ e keňver ar politik, diskredi e vije red honnez e-tal an istor.
Abalamour da ze ha dre ma vefe deread ha just eun debat e-touesk an dud, e tle beza plas evid an Nann euz an ekolojisted. An Nann deom-ni zo ekologist hag european, eun Nann evid ar re en gorto euz eur gwir Goňstitusion european, eun Europ politikel, sitoian ha federal, an hini on eus stourmet dalc'hmad eviti.
[1] : Sellet ouzh kinnigoù kentañ Joshka Fischer en e brezegenn ziazez bet distaget e Skol-veur Humboldt e Berlin d'an 12 a viz Mae 2000.